Loariet

En ur vro bell ha gwerso bras e oa un den paour-razh. Ne oa ket netra e piaou dezhañ keneve ur lojig pri toet get korz, kollet en ur wern chartet ha fangek. Amzer ar bleidi e oa ha yen-sklas e oa hi. Hañval e oa d’an den e skorne e vouzelloù siken. Bec’h getañ torriñ an anoued rak digoad-kaer e oa e flondrenn. Penaos disoc’h ? Ne badahe ket pell kent ma lammahe ar souhined àrnezhañ. E penn ar geunioù e oa tachadoù kaer ha koadek neoazh. Aze e oa keuneud ha lannoùier a-leizh. Pezh zo, dalc’h an aotrou Kadiern e oa ha ne oa ket unan douget tamm erbet da roiñ d’ar re en dober. Brudet e oa er vro aveit bout ouzhpenn kriz hag ouzhpenn drouk. Ne harze ket an den paour, n’helle ket gober en ur mod arall, sed eñ monet doc’h an noz trema koadoù-med an aotrou. A-nerzh brec’h e reas ur choukad keuneud brav get e vouc’hal ha eñ d’e gozh ti. Ur brav a selamm-dan a voe en oaled an noz-se ha levenez a-vrec’had ! Ma oa izel ti an den paour e oa uhel gludet kenkiz Kadiern ha ne oa ket kousket hennezh an noz-se naket. Gwelet en doa ervat e tufe un toull-mogeder aze, er gwernioù…

Un herrad àr-lerc’h e tiovere ar c’heuneud e ti ar paour. Aet e oant razh da ludu dija. Krog e oa an ivinrev en e zaouarn neuze e krogas en e vouc’hal. Kann ha bras e oa ar loar an noz-se, ha sklaer e weled edani. Dre laer ez eas arre da geuneuta ha da serrezh lann àr zouaroù an Aotrou. Gwa dezhañ ! Evel un toud kozh e oa Kadiern uhel en e genkiz, hag edan e selloù e oa hon den. Lakaet en doa dibriñ e jav hag e tripas àr e arbenn. En drebad ma oa é tistroiñ d’ar ger e fardas Kadiern àrnezhañ e kounnar. Ur laer e oa ! Ur laer e oa ! Ar groug zo dleet ! Kerkent evel ma savo an heol ! Braouac’het e oa ar c’haezh krañv.

_M’en tou ! N’em eus ket laeret netra digeneoc’h Aotrou ! Ra vin lonket get ar loar mar lâran gaou !

Àr selaou e oa ar loar ivez. Kent pell ne oa ket mui an troc’her lann àr groc’hen an douar. En un toull-gurun àr donnenn ar loar ne lâran ket. Chomet eo aze goudevezh, mar sellit mat e c’hellit er gwelet doc’h ar loar, krommet e gein get e sammad laeret. Bev e oa, ya, met glac’haret rak hiraezh en doa d’e di bihan ha ne oa ket gwall doemm aze ivez. Truez a gemeras ar loar doc’htañ. Divizet he doa sevel un tiig mein dezhañ àr-un-dro get ur forn aveit pobiñ e dorzhioù. Rak-se, gwezhavez e vez ur sort moged tro-dro d’ar loar.

A-c’houdevezh ez eus bet kaset tud àrnezhi. Klevet hoc’h eus komz anezhe kredabl : Armstrong, Aldrin, Conrad,… Lod a zisklêr ne vez ket lâret pep tra deomp ha ne vehe ket bet hani é kantren du-hont. Amoedaj evel-rezon ! Met gwir eo ez eus bet miret ur segred get an Nasa a-zivout kement-se. Selaouit kentoc’h, ne lâront ket e oa bet diguzhet un tiig mein hag ur forn get paotred ar fuzeenn eno, àr « Mor ar Sederoni », evet o doa ur wezh chistr ha tañvaet ag ar bara-loar e ti an troc’her lann ! Chikit chikit neoazh ! An dud n’ho kredint ket !

Laisser un commentaire