Mundi termino appropinquante, ruinis crebrescentibus, jam certa signa manifestantur.
Kent pell e vo an amzer diwezhañ, àr tu an diskar eh omp, a-vremañ ez eus rezi da gement-se.
Notenn a-zivout un darvoud souezhus daet er barrez a vez lâret Sei anezhi.
Menec’h abati Roton a voe galvet get Catuueten, mac’htiern Pleb Sei, da stadiñ ha rentiñ kont ag un darvoud souezhus, gwallober ar Lorbour hep mar erbet, hag a skoas kristenion geizh ar barrez-se. Bec’h o doa bet menec’h Roton é krediñ ar pezh a lâre Catuueten keneve d’ar bobl a destoù daet da sevel kaoz o mac’htiern. Eno e oan-me ivez, Hoiarnscoit, manac’h e abati Sant-Salver, hag amañ e kouchan àr baper ar pezh a voe lâret gete.
Da ouel Sant Yehann eh eas Uinanau hag he c’hoar, merc’hed da Rihouuen, da zastum louzoù, diouzh fallblegoù ar bobl, d’an noz arnevek-se, en amen d’ ur lec’h anvet Branbis, tre àr dreuzoù ar c’hoad meur. Hag int pennvezvet get ar jourdoul hag an toufor kement èl get frondoù kreñv ar raden pilet, ar skav hag ar c’hoad àr-vrein. Du-hont, e brizhheol henskourroù kromm an derv uhel e welezont ur paotr yaouank, dizanav-krenn ha difich-kaer. Aterset e voe gete ha eñv lâret e vez graet Driuin anezhañ. Ne ouie hani a-beban e tae. A du arall ar stêr pe a du-arall ar c’hoad meur o doa-int soñjet da gentañ. Ur c’haer a baotr e oa, e vravite hep-he-far, hag en oadoù get Uinanau. Filimet e voe ar plac’h get e selloù, selloù don èl ar c’hantvlezadoù tremenet. Hañval eo e yeas e galon geti ivez. Meur a wezh e tistroas ar plac’h da Vranbis, dre guzh hag en dic’hoût d’an holl, da c’houbannwel-noz, da welet he galant. Aze, e kambr ar stered, n’o doa ket gellet harz a dorriñ o c’hoant. En dic’hoût dezhi e oa souchet er lec’h milliget-se nerzhioù didrouz ha kozh-douar, engortoz, ingoulek ha gete e voe tonket d’ar gaezh krennblac’h ur vuhez a deñvelded.
Kent pell e voe savet kof da Uinanau, ennañ fallfrouezhenn un diaoulerezh hag anat e voe d’an holl er vro e oa é toug. Ur vuhez a c’hanas diàr an amvuhez.
E kounnar e yeas he zad Rihouuen. Get goulenn e welas ne ouie e verc’h ‘gozig netra a-zivout he c’haredig keneve e anv. Seul gwezh e voe gwelet er c’hoad ha james ne lâras piv a oa e re, nag a venn e tae-eñ. Àr-dav e chome ar paotr yaouank d’ar liesañ. Arfleuet ruz-du e voe an ozhac’h ha didiegezhet e voe Uinanau. Ha hi monet e aior ti ur voereb dezhi, sellet er vro evel ur wrac’h. Ur vaouez fall, dilaosket geti Lezenn hor Salver.
An noz-se e welas ar voereb traoù get daoulagad he spered hag an tronoz e lâras da Uinanau e oa un dra bennak iskis get he galant hag àrnezhi e oa diguzhat sekredoù Driuin. Aveit disoc’h e ranke profiñ ha gwiskiñ ur sae dezhañ. Ur wezh gwiadet ur brav a sae ruz-tan e kemeras ar plac’h an hent da Vranbis. Du-hont e kavas Driuin, koant ha ledrin, e-mesk an drein hag ar bodoù-knoù. Direskont e chome dirak he goulennoù evel bep taol met laouen e asantas prof ar plac’h yaouank. N’en doa ket merchet e oa chomet un neudennig, unan tanav tanav, ag e sae nevez profet staget start da ibil-troad gwenn e zousig karet. Diàr alioù ar wrac’h e voe graet kement-se.
Ur wezh kimiadet eh eas-eñ avaze pelloc’h, trema donik-don ar c’hoad meur ha beunek. Van a raas-hi da vonet d’ar gêr ivez met diàr neuze e c’hellas heuliiñ Driuin gras d’an neudennig tanav ruz. Pezh a raas, met ne voe ket un c’hoari aes monet, da goubig, dre douezh raden ha bodoù hep bout merchet get ar paotr ha hep koll an neudennig. Pell e yeas evel-se ken na soñjas e vehe marse treuzet ar c’hoad meur hed-ha-hed hag e vehe he galant savet ag an tu arall anezhañ, e parrez Blaen. Divec’het e oa un tamm he c’halon é soñjal e c’hello kent pell gouiet penn d’he hani karet iskriv.
Get monet en em gavezont en ur lec’h stummoù meinek uhel, bolzoù souezhus, ha poulladoù dour teñvel ennañ. Anavet e voe hengêr Cil Run get Uinanau a-benn. Dilerc’hioù kibelldioù roman bet debret get ar strouezh hag an amzer. Gwezharall e oa ur lec’h a blijadur, neoazh, hañval eo hiniv douzh jiganted trist fallsklêrijennet get skleur ar stered. Ur lec’h marv… nemet e vehe ur lec’h engortoz.
Taol-ha-taol e santas e harze an neudenn un tammig bihan etre he daouarn. Ha souezh geti é welet e turc’hae neuze sonn d’an diaz. Hag an neudenn a-barzh kroc’hen an douar siken ! A-nerzh ha hanter zallet get mouched an noz e skarzhas an delioù hag e skrabas an donenn du da gavout penn arall ar wiadenn. Buan e tizouaras sae he dousig kent d’he bizied tastornat tammoù kaletoc’h ha yenoc’h ha kompren e voe eskern ! Un atell eo a c’hronne he frof. Un huch a droc’has ken ma tidrouzas ar forest un herrad. Pennfollet a-grenn e troas kein hag e strebotas kuit trema parrez Sei.

Treboullet-krenn e kontas d’an holl ar pezh a voe bet. Ur semeilh e oa he galant ! Driuin ne oa na bev na marv ! Èl skoet get an darvoud e savas ag un neñv ur barrad avel biskoazh kreñvoc’h àr blouev Sei hag a zarc’haouas korz an toennoù ha fraoñval dre an toulloù-mogeder ken ma hadas ar spont e kalon ar re vev. Hani ne gredas kuitaat e di ken.
Edan berr e voe daveet jiboesourion d’ar c’hoad-meur get ar mac’htiern Catuueten da gavout an atel milliget. Hag un den santel, ar manac’h Neboc, aet àr-un-dro gete. Ur wezh kavet korf diharak Driuin, c’hoazh gronnet en e sae profet e chomezont mut da gentañ e-raok ma voe lâret ur bedenn get ar manac’h aveit an eneñv kaezh hag e strimpas dour benniget douzh e relegoù.
Meur a viz en anken ponner hag en nec’hamant a voe goudevezh, kog ar pennc’hêr ne gane ken nameit da noz. Hesk e voe ar saout. Da noz e veze gwelet ur c’had wenn é tostaat d’an tier ha hi difich hep peuriñ na tec’hout nemet sellout get he daoulagad faoutet. Ar vugale a lâre d’o zud e komze ar loen daonet-se gete dre o hun. Ha kement-se e-mesk paot a draoù digristen arall ha ne gredan tamm o displegiñ amañ. Diwezhatoc’h e c’hanas bugel Uinanau. Hirsoñj a vo dalc’het hag e c’hanedigezh rak ar bugel n’en doa ket youc’het é tonet àr an douar hag e selloù iskriv o doa spontet an amiegez ken m’he doa serret ar gwallavel. Anvet e voe Driuin diàr-lerc’h e dad ivez. Moranvet Driuin Abmarb.
Da zeiz e vadeziant e voe kaset da iliz Sant-Pêr get e vamm hag he moereb. Daet e oa Rihouuen hag o re gar ivez ur sort. Du o fenn. Ha tad Uinanau da viziata e glezeñv. Hañval doc’h un test er lezvarn e oa. Neboc, gwenn ra vo e ved, a asantas gober ar lid. Du e oa dour ar font-badez ivez ha goloet get man luc’hus. Kreniñ a rae Neboc a-gaoz d’an anoued pe a-gaoz d’an drougsant. Àr e zivrec’h e tiskoueze ar c’hrouadur bout ken ponner èl an amzer. Gronnet en he c’hougoulenn e oa ar voereb kozh, àr dav, flemmus he selloù.
Ego te baptizo in nomine Patris…Bec’h ma voe lâret e frazenn gentañ get Neboc mand eas ar wrac’h kozh àr e gomzoù “Diwallit a vadeziñ hennezh rak ne vadezer ket ur c’houn”. Souezhet e eilgerias an den santel “Hennañ zo bev-kel neoazh”. Hag ar voereb aet ha reskont “A-gement-se d’on ket sur, nevez ganet d’eo ket, galvet ne lâran ket”. “D’eo ket hennezh douaren din atav, ur fallseblant d’eo ken !” a droc’has mezhekaet Rihouuen.
Diwezhatoc’h d’an deiz-se e voe Rihouuen é kemer Cenanc e glezeñv, ha monet àr kein nerzhus Fronel e jav. Pemzek vlez kent e voent o zri e geunioù Ballon e-lec’h ma aog eskern ur mil a c’houroned diskaret en dour taouarc’hek. Eno en em veskas garmoù-brezel ar gadourion, damantoù ar re vac’hagnet ha koagerezh ar brani. Gwelet en devoa an dir yen é faoutiñ skeudoù bev e nivlenn ar gwernioù. Tremenet eo amzer kad Ballon àrnomp, pemzek vlez, ha neoazh ne lame ket ar skeudennoù-se ag e spered. D’an deiz-se eta e voe gwelet an ozhac’h é c’haloupat armet trema ar c’hoad meur.
Dre an arbenn ma oant forc’het ey eas Uinanau, he mab ha he moereb da veviñ en un ti-motad dister en un toull-koad. E doenn goloet a c’heot, a vrug hag a voketoù-hañv ken ma oa o zi a-unan get ar c’hoad daonet-se. èl ur runig, ur gor pa lâran mat, lan a deñvelded hag a baganerezh. Pa zae d’ur jiboesour dihentet get e hañoad pe d’ur c’hoadour kollet en em gavet àrnezhe e kleve kanoù ha c’hoarzhadegoù. An Diaoul a oar pezh lidoù dijaoj a veze kaset eno. Hani ne grede tostaat dezhe. Na bout dezhe beviñ èl forbanned e oa hañval d’an den e vevent en o frank hag en o feoc’h.
Da vare Kala-Hañv e voe kavet korf divuhez an ozhac’h Rihouuen losket en e bark, hep roud erbet a dan erbet tro-dro dezhañ, èl devet e unan. Marvañs a-vras a voe er barrez neuze. Met gwazh e voe goude c’hoazh rak meur a hani a douas bout gwelet da noz ur bagad spesoù ha skeudoù é kantren dre hentoù ar barrez, kaset get Driuin, hag hani arall, àr kein ur marc’h digiget. Seul taol ma varve un den e vrasae ar bagad-se spontus, anvet, pa gredent o anviñ, Coscor Driuin get ar re vev.
Plouiz Sei ne harzent ket dirak an euzh diàr-neuze ha divizet e voe lakaat donet menec’h Roton. Gwall vall e oa stoliiñ o bro gwallgaset.
Tolpet e voe ezhec’h plouev Sei enta, àr-un-dro get menec’h abilañ Roton e lez ar mac’htiern Catuueten er villa a vez graet Lis Coth anezhi. Daoust d’an hiris e selaouas ar venec’h pervezh pep test ha get meiz kent na voe divizet tenniñ eskern an hani marv a dakad milliget Cil Run hag o beziñ e douar santel e chapel Sant Brioc. Er sal-veur e oa Uinanau, sonn, get he c’hrouadur iskis dalc’het en he divrec’h ivez. Mut o daou. Diàr gemenn ar manac’h Neboc e voe kemeret he foupon digeti ha roet da venec’h Roton aveit ma vehe desavet e abati Sant-Salver. Ne huchas na ne stourmas ar plac’h, hep mar erbet e ouie. An dra-se a ouie hag ar rest ivez.
Tre d’an drebad-se e voemp splujet er vraouac’h. A-drumm e klevezomp ur stokadenn douzh an nor, ne oa ket trouz un den é skoiñ get e zorn, ur stokadenn bonner evel ma vehe darc’haouet get ur pikol mellad kig ne lâran ket. Get an eil taol e taranas prenn derv kizellet dor-dal Lis Coth ha hani ne sanas grik er sal ken, èl skornet. Goude e voemp bouzaret get vorm mil huanadenn é c’hronniñ an ti èl un avel-dro. Ur wezh disouezhet e raas fonnapl menec’h ha brezelourion doc’h o anien ha trik-trak ar glezeñvier dic’houhinet a ziskanas d’ar pedennoù. Èl ur vagoer tro-dro d’hor c’horf e voe savet skoedoù du ar gadourion. E selloù an dud-se kadarn e c’halle an nen gwelout an arvar avat. O dirennoù, o skizhoù hag o begoù o doa diskaret meur a normand ha gall met amañ ? Ha spiriñ a rahent ? Get an noz é troiñ e vrasaas an trouzioù divalav é c’holoiñ Lis Coth : garmoù bugale, brudelloù ha roc’hoù loened gouez, gurun, razh mesk-ha-mesk… Met seizet groñs e voemp get ur vouezh anavet mat é youc’hal, bouezh distummet Rihouuen, é huchal deomp mil gwezh hag unan : Uoethe ! Uoethe ! Uoethe ! Hennezh, tad Uuinanau, a yeas da gavout Coscor Driuin ivez eta, ha eñv, bet den hael ha kristen pervezh diouzhtu, d’hon drougvilligiñ a-ziàr-vremañ get ur vouezh sec’h ha garv. Kaer deomp goulenn gredus sikour Sant Malou ha Sant Aeluod tro an noz-se teñvel ne voemp dijablet ag an diaoulaj ken nemet da sav an deiz. Ur wezh diskennet hor skoedoù e tizoloezomp, àr-gren ha klouhanek, ur c’horf divuhez, hani Neboc an den santel, aet gete ivez. Azav erbet ne voe nag a Uinanau nag ag ar wrac’h ar mintin-se ivez. Da greiz-mintin e tistroas badaouet mik ha didrouz ar venec’h trema o abati àr-un-dro get ar c’hrouadur edan selloù pobl Sei mut ha gwallskoet.
Kement-mañ a zaas edan ren ar roue Salaün ha pa oa Breizh en he zrede blez edan e ouarn. Skrivet get Hoiarnscoit, manac’h en abati Roton diàr dolp Lois Coth e parrez Sei. Testoù : Sabioc, Gleucourant, Moetgen, Hoiarnscoit, menec’h en abati Sant Salver Roton. Catuueten, mac’htiern. Neboc, aet da anaon, manac’h, Bran, Kenmonoc, Nerin, Hinan Barbhir, Iarno, Uobri, Anauhocar, Uualon, Uualcmoel ha Runuuoret, testoù.
Me, Hoiarnscoit, am eus divizet gwaskiñ àr ma anken ha roiñ deoc’h da c’hoût petra a voe goude ivez. Ur wezh bet degemeret en hor mesk en abati e voe badezet ar bugel ha roet un anv a-nevez : Apothemus. Aveit bout edan warez ar Sant a lâred. Da betra badeziñ krouadur an Diaoul avat ? Gwazh e voemp holl ag ar bugel-se siwazh. Gwezh e huche gerioù ne oa ket a intant dezhe, gwezh e c’hoarzhe hag e skrigne a doradoù. Mac’het e veze ar venec’h get gwallhunvreoù bemnoz pe dost. Ur manac’h-skrib, kollet e spered getañ, a c’holoas ur bajennad a-bezh get ar gerioù Cil Run skrivet e ruz. Unan arall a voe kavet krouget. Ur mintin ne oa ket krouadur an Diaoul en e wele ken, sterniet e oa e wele met ur foec’h doñjerus a oa er sal, foec’h ar bezhin brein… Tre d’an deiz-se e fardas ar baganed, an Normanded, diàr o listri da breizhiñ ha da lakaat tan en hon abati benniget, tan en hon tier, tan en hor levrioù sakr, dizalbadet hor maezioù hag hor skluzioù… ha ni tec’het da abati Plebs Lan e pagus Poutrocoit.
Ar bugel, douzh ar pezh am eus klevet lâret, zo distroet get he mamm. A-dal d’ar c’hoad bras e vevont-int dibreder en ti-motad, en o feoc’h, en o frank. Ha ni, kent pell, edan Lezenn ar paganerezh.
Deus nos protegat . Duiu on uuared